Argas ar Romed: diskuliañ a ra Strollad Breizh meskerezh ar bolitikourien c'hall PDF Moullañ Postel
Kemennadennoù - Pobloù Europa
Gwener, 03 Gwengolo 2010 08:48

Abaoe an hañv ez eus bet dibabet gant gouarnamant mirour ar stad c'hall distrujañ kampoù ar Romed, hag argas un toullad bras anezho adalek o bro-orin, war zigarez kudennoù gwallgrennardiezh hag an diouer a vadoù.

Diskuliañ a ra Strollad Breizh ar politikerezh-mañ, diazezet war gemmeskadurezhioù arvarus a daol ar bec'h war ur bobl. Emañ seurt politikerezh a-enep an talvoudegezhioù breizhat a zegemer, a gengred hag a genveviñ. Ober fae a ra dreist-holl ouzh pennaennoù diazez Unaniezh Europa, da lavarout eo dinentez mab-den pe c'hoazh ar gwir da gaout ul lojeiz. Lakaat a ra unan bennak d'en em c'houlenn, erfin, e-keñver pennaennoù gwirioù ar minorelezhioù, a vez nac'het doujañ outo gant Bro-C'hall bremañ en Europa.

Lenn muioc'h...
 
Strollad Breizh a-enep raktres an aerborzh e Kernitron-al-Lann PDF Moullañ Postel
Kemennadennoù - Dezougen
Meurzh, 31 Eost 2010 09:15

Komzet e vez gwezh ha gwezh all eus raktres an aerborzh war diriad Kernitron-al-Lann, abaoe ar bloavezhioù 60.

Degas a ra Strollad Breizh da soñj an holl emañ a-enep krenn an aerborzh nevez-mañ e Hanternoz an Naoned, a gav diboell e-keñver an ekonomiezh, an endro hag an arc'hant.

Lenn muioc'h...
 
Maer Naoned, Jean-Marc Ayrault, a gendalc'h e bolitikerezh enep-breizhat PDF Moullañ Postel
Kemennadennoù - Religion
Sadorn, 07 Eost 2010 17:45

O vont da zegemer an Tro-Breizh emañ Naoned, kerbênn istorel Breizh. Adlañset e oa bet ar berc'herinded vroadel breizhat-se e 1994. Evit an eil gwezh e tremen dre al Liger-Atlantel (dispartiet diouzh ar vro gant un dekred eus Petain e 1941). Taolenniñ a ra an Tro-Breizh liesseurted pobl Vreizh, tud a feiz pe get, Bretoned, Breizhiz ha mignoned Breizh, re yaouank ha re gozh... un arouez eus trec'h lez-ober mab-den eo!

En he c'houlz he doa Anna Vreizh graet an hent-mañ, a enor abaoe 1000 vloaz seizh sant diazez hor Vro. Dre ma oa-hi aet eus Keranna da Naoned, e oa naturel-tre e tremenfe ar 1500 kerzher dre Kastell an Duged, o kensakriñ unaniezh an dud hag an tiriadoù e Breizh. Dre ma tiskouez an Tro-Breizh ar c'hoant da adsevel ar gumuniezh-mañ eo e tirenk tud zo! Jean-Marc Ayrault, maer Naoned, war zigarez an "neptuegezh relijiel", a nac'h ez afe ul lidkerzh eus Kastell Duged Vreizh da iliz-veur an Naoned, ha dre-se e tiskouez ur wezh ouzhpenn e strizhder hag e zismegañs ouzh ar Vretoned.

Lenn muioc'h...
 
Dismantrañ ar bigi kozh e Brest pe e Bourdel? Petra a ra kannaded Vreizh? PDF Moullañ Postel
Kemennadennoù - Maritime
Meurzh, 13 Gouere 2010 20:04

Dre ma tiorren ar c'henwerzh dre vor, a-bouez evit an eskemmoù er bed-holl, e tiorren niver ar bigi, ha d'o heul ar redi da zismantrañ ar reoù kozh. Lavaret e oa bet pell a oa gant Strollad Breizh, en ur harpañ stourm Jean-Paul Hellequin, a zo prezidant "Ar Mor Glaz", e felle dezhañ e vefe krouet ur filierenn dismantrañ e Brest, ur gêr hag a zo ganti pep tra evit degemer ha diorren anezhi. Ret eo adlavaret emañ meur a vag eus morlu Bro-C'hall o vreinañ hag o saotreañ hon aodoù, abaoe bloavezhioù ha dianav da zen, e-kreiz an tiriad Natura 2000, daoust da Grenelle an endro, na seblant ket an arme bezañ nec'het gantañ.

Lenn muioc'h...
 
Evit ur skipailh vroadel mell-droad breizhat PDF Moullañ Postel
Kemennadennoù - Sports
Merc'her, 30 Mezheven 2010 09:07

Goude drougziwezh skipailh mell-droad Bro-C'hall e kib ar bed e c'heller prederiañ diwar-benn an darempredoù etre ar sport hag an arc'hant bras, etre ar skipailhoù hag o ziriad. War a weler e taolenn skipailh Vro-C'hall kentoc'h sistem an arc'hant bras en deus lakaet meur a c'hoarier da vont da goll. Diheñchet eo bet perzhioù mat ar sport ha distag-mat eo bed ar vell-droad e Bro-C'hall diouzh ar c'hleuboù amatour a gred ez eus gant ar c'hoari-mañ ur vuhezegezh, doareoù laouen, kengret, uvel ha kalonek. A-du gant ar sell poblel-mañ eo Strollad Breizh.

Lenn muioc'h...
 
<< Lañsañ < Alb 1 2 3 4 5 6 7 8 9 10 War-lerc'h > Dibenn >>

Page 1 sur 14